Mont d’an endalc’had

Monty Python

Eus Wikipedia
Monty Python
strollad fentigellerien, comedy troupe
Deiziad krouiñ1969 Kemmañ
Anv ofisielMonty Python Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Deroù ar prantad labour1969 Kemmañ
Luskadsurrealism Kemmañ
BroRouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezRouantelezh-Unanet Kemmañ
Tachennflemmskrid, surreal humour, black comedy, parody Kemmañ
Label sonerezhArista Records, Charisma Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetEuropean Film Academy Lifetime Achievement Award Kemmañ
Deiziad divodañ2014 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.montypython.com/ Kemmañ
Ul lodenn eus ar Monty python: John Cleese, Eric Idle, Michael Palin ha Terry Gilliam. Mankout a ra Graham Chapman ha Terry Jones.

Ur strollad fentigellourien saoz eo Monty Python, bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn skinwel Monty Python's Flying Circus, skignet etre 1969 ha 1974 war ar BBC. 45 rann a zo bet en holl. Filmoù hir o deus svet ivez. Lakaet e vez fent Monty Python da skouer ar fent saoz diboell, hag ul levezon vras o deus bet war fentigellourien all er bed a-bezh.

C'hwec'h ezel a oa : Graham Chapman, John Cleese, Eric Idle, Michael Palin, Terry Jones ha Terry Gilliam. Eus Kembre eo Terry Jones hag eus ar Stadoù-Unanet eo Terry Gilliam, eus Bro-Saoz an holl izili all.
E Skol-veur Oxford e reas anaoudegezh Jones ha Palin, pa oant o c'hoari evit an Oxford Revue ha e oa aet da studiañ Chapman and Cleese e Skol-veur Cambridge er memes bloaziad, pa teuas Idle er bloaz da-heul eno. En ur c'hlub c'hoariva e kemeras perzh an tri den-se. Kejañ a reas John Cleese gant Terry Gilliam, pa reas ar c'hlub c'iva un droiad c'hoariva e New-York

Tamm ha tamm e voent gwelet ar c'hwec'h fentigellour o c'hoari asamblez pe o tegas mennozhioù e abadennoù fent war ar BBC :


Kaoz a vez eus un darvoudenn Monty Python kroget er skinwel deuet e oant a-benn da vont etrezek abadennoù fent war leurenn, filmoù, pladennoù, levrioù lies ha sonerezh. Keñveriet e vez ar re Python gant ar Beatles a-fed levezon vedel, met er bed ar fent war o zu.

Filmoù o deus sevenet ivez :

Goude fin an abadenn war ar BBC e kemeras an izili pep a hent disheñvel : aktourien vrudet eo deuet John Cleese ha Michael Palin da vezañ, ha Terry Gilliam a stagas er filmaozañ. Graham Chapman a varvas e 1989.

E 1998, e voe graet gant ar pemp c'hoarier a veze bev c'hoaz un abadenn e Aspen (Colorado) hag e kinnigjont un nebeud sketchoù eno.

D'an 19 a viz Du 2013 e voe embannet gant Terry Jones e vefe adsavet ar strollad gant ar pemp ezel a zo bev c'hoazh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.