Mont d’an endalc’had

Skeuliad Richter

Eus Wikipedia
Skeuliad Richter
moment magnitude scale, logarithmic scale, Skeul
Anvet diwarCharles Francis Richter Kemmañ
Dezverket drelogarithmic scale Kemmañ

Mentelezh ur c'hren-douar a vuzul an energiezh a vez dieubet e-kerzh ur seism. Seul uheloc'h ar ventelezh, seul vuioc'h ez eus bet dieubet a energiezh gant ar seism. Pa gresker eus 1 war ar skeul e talvez e vez lieskementet dre 30 an energiezh ha dre 10 ampled ar fiñv.

Ar ventelezh hag ar c'hreñvder (evel skeul Mercalli) a zo daou vuzul disheñvel. Ar c'hreñvder a zo ur muzul eus an distruj graet gant ur c'hren-douar.

DeskrivañMentelezhEfedoùStankder
Micro< 2,0Mikro kren-douar, ne vez ket santet.8000 bemdez
Bihan tre2,0-2,9Ne vez ket santet dre-vras, met enrollet.1000 bemdez
Bihan3,0-3,9Santet e vez alies, met ne vez ket nemeur a zistrujoù.49000 ar bloaz
Lijer4,0-4,9An objedoù a fiñv en tiez ha trouz a vez. Ral e vez an distrujoù bras.6200 ar bloaz
Dereat5,0-5,9Gellout a ra ober distrujoù bras war savadurioù savet fall. Gwan e vez an distrujoù evit ar savadurioù savet mat.800 ar bloaz
Kreñv6,0-6,9Betek 180 km en dro d'an epikreizenn e c'haller kaout distrujoù, ma vez poblet.120 ar bloaz
Meur7,0-7,9Gellout a ra ober distrujoù bras war un dachenn vrasoc'h.18 ar bloaz
Pouezus8,0-8,9Gellout a ra ober distrujoù a dalvoudegezh war kantadoù ha kilometradoù tro-dro.1 ar bloaz
Dreist-ordinal> 9,0Dismantret e c'hell bezañ takadoù da meur a miliad a gilometradoù en dro d'ar c'hren-douar.1 bep 20 bloaz