Muffin
| Iskevrennad eus | quick bread |
|---|---|
| Rann eus | Brazilian cuisine |
| Anv er yezh orin | Muffin |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Danvez implijet | bleud |
| Hashtag | muffin |
Ar muffinoù a zo kouignoù bouedek, poazhet alies en ur moull stumm un tas gantañ. Meur a seurt a zo, met ar muffin sukret amerikan eo an hini a zoa anavezet ar muiañ er bed. Muffinoù plaen a zo, pe gant chokolad, malzennoù chokolad, lus, bananez ha kraoñ, kanell, maiz, vanilhez, suraval hag all.
Evit fardañ muffinoù e ranker meskañ an aozennoù liñvel en un tu, ha meskañ an aozennoù sec'h en un tu all, ha goude meskañ an daou en un doare buan ha diaoz. Ne vez ket lindrennet ar gorre, er c'hontrol d'ar c'h-cupcakes.
Dont a reas ar muffin war-wel tro-dro an XIvet kantved e Bro-Gembre. Stank e vezont kavet er broioù saoznek hiziv an deiz. Er Stadoù-Unanet e vez graet quickbread muffins anezho, hag er Rouantelezh-Unanet e vezont anvet American muffins a-wechoù evit ober an diforc'h gant muffinoù sall a zo ivez, anvet English muffins e Norzhamerika, ha muffins war-eeun er Rouantelezh-Unanet pe breakfast muffins a-wechoù. Disheñvel eo stumm ar muffinoù saoz-se, hini krampouezh bihan ha tev kenañ.
- Daou vuffin gant lus, ur rekipe klasel.
- Muffinoù gant kastrilhez ruz divoullet.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- cupcake
- madalen
- scone
- bolo de arroz, ur gouign eus Portugal