Mont d’an endalc’had

Langoned

Eus Wikipedia
Langoned
Abati Itron-Varia.
Abati Itron-Varia.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Langonnet
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56100
Kod post 56630
Maer
Amzer gefridi
Françoise Guillerm
2020-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn Web (fr)www.langonnet.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 930 ann. (2023)[1]
Stankter 23 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 06′ 23″ Norzh
3° 29′ 32″ Kornôg
/ 48.106389, -3.492222
Uhelderioù kreiz-kêr : 180 m
bihanañ 104 m — brasañ 292 m
Gorread 85,4 km²
Lec'hiañ ar gêr
Langoned

Langoned a zo ur gumun e Bro-Gerne e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan, e kornôg Breizh.

  • War lez an Ele emañ Langoned.
En glazur e zaou gleze en aour lammellet ouzh kab, o skorañ un hengurunenn en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel.[2]
  • Hent: an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze an Ele en Abati Langoned, chom a ra ul lodenn eus an daradur e geunioù ar Faoud en Drinded-Langoned[3].
  • Armerzh: kenderc'het e veze brikennoù, teol ha priaj. E Kastell-Gwernoùgall hag e Kerroc'h e voe kavet fornioù. E meur a lec'h er gumun e voe kavet teol lec'h ma oa atantoù ha gedlec'hioù, e Stang-Yann nepell eus an abati, e Kastelloù-Kergaradeg, e Lokmaria, e Minez-Bloc'h, e Kernal hag en Drinded[4].
  • E-tro 800 e voe savet ur gumuniezh gant menec'h Landevenneg e Lez Radeneg war douaroù bet roet dezhe gant Gradlon Flamm, kont Kerne. Kastell Morvan Lez-Breizh a oa sur a-walc'h war dorgenn Menez-Morvan e Langoned. Er c'horn-bro-se e voe lazhet Morvan e 818 en un emgannig ouzh ar Franked kaset war-raok gant Loeiz an Deol, bet savet e gamp gantañ e Prizieg[5].
  • Emsavadeg ar Bonedoù ruz, 1675: d'ar 14 a viz Gouere ez eas parrezianiz Langoned, bet bodet gant son an taboulin, betek an abati evit goulenn groñs digant an abad dilezel e wirioù a-bezh war ar boblañs, ha sinet e voe an dilez gant ar venec'h evit kaout peoc'h; kondaonet e voe Jean Harscoët, an tabouliner, d'ar galeoù a-hed-buhez[6].
  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Langoned gant div gumun ennañ: Langoned ha Plourae; e distrig ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Langoned e 1801 ha lakaet ar gumun e kanton Gourin bet brasaet ha miret gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Langoned en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[7](fr),[8].
  • Ur c'hamp-bac'h, un astenn eus hini an Henbont e oa, a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall[9],[10]; beleion eus Elzas-Loren e oa un darn vat anezhe; en abati e voent serret[11].
  • Mervel a reas 219 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,92 % eus he foblañs e 1911[12],[13].


Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D’ar 27 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • Al live 3 oa bet roet d'ar gumun.
  • D'an 23 a viz Mezheven 2025 e oa sinet ar garta da dizhout al live 4.
  • E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek e skol bublik ar gumun.
  • E distro-skol 2025 e oa 42 skoliad enskrivet er c'hlas divyezhek (45,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
  • ’Ba' Langoned e vez lazhet ar bleiz gant un taol boned.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
  • Iliz katolik an Dinded.
  • Abati Itron-Varia.
  • Monumant ar re varv e bourc'h Langoned, etre ar maerdi hag an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[21].
  • Monumant ar re varv en Drinded-Langoned.
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik er vourc'h, luc’hskeudenn[22].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1790

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Henri Guiriec, beleg katolik, istorour ha skrivagner breizhat.
  • Garmenig Ihuellou, skrivagnerez vrezhonek.
  • Alan Stivell, bet savet gantañ ur bladenn anvet E Langonned ma kaver ar ganaouenn E parrez Langonned enni.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. ↑ (fr)Aozergant B. Frelaut ; Kuzul ar Gumun : 1988.
  3. ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, bloaziad ebet, (e galleg), pajenn 16
  4. ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 18
  5. ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajennoù 27 ha 28
  6. ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 75
  7. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 163 ha 277 .
  8. ↑ (fr)Cassini - EHESS - Langoned - Fichenn ar gumun
  9. ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, (fr)Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
  10. ↑ kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
  11. ↑ (fr)1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 135
  12. ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
  13. ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
  14. ↑ (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
  15. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 164
  16. ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
  17. ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
  18. ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
  19. ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
  20. ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  21. ↑ (fr)Memorial Genweb
  22. ↑ (fr)Memorial Genweb