Mont d’an endalc’had

L'Humanité

Eus Wikipedia
L'Humanité
kazetenn bemdeziek, mareadeg
Deiziad krouiñ18 Ebrel 1904 Kemmañ
TitlL'Humanité, l'humanité, لومانيتي, لاومانيته Kemmañ
DiazezerJean Jaurès Kemmañ
BroFrañs Kemmañ
Ideologiezh politikelKomunouriezh Kemmañ
Sez sokialQ2845815, Saint-Denis, Saint-Denis Kemmañ
Lec'h embannFrañs Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg Kemmañ
Stumm ar gazetennBerliner Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.humanite.fr, http://www.culture.gouv.fr/public/mistral/caran_fr?ACTION=CHERCHER&FIELD_1=REF&VALUE_1=05681, https://boutique.humanite.fr/common/categories/1716, https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/cb327877302/date, https://hdl.handle.net/10622/ARCH01483.1281 Kemmañ

L'Humanité zo ur gazetenn c'hall pemdeziek savet e 1904, gant Jean Jaurès. Da gentañ e oa tost ouzh ar sokialouriezh, evel kazetenn an SFIO, strollad e c'hrouer. Ar gazetenn a zo troet d'ar gomunouriezh goude Kendalc'h Teurgn e 1920. Deuet e oa da vezañ kazetenn ar Parti communiste français ha chomet betek 1994. Abaoe eo chomet tost ouzh ar strollad, memes ma vez digor an embann d'al luskadoù all eus an tu kleiz.

Abaoe 1930 e aoz ar Fête de l'Humanité.

Ar gazetenn a zo embannet gant ar Société nouvelle du journal l'Humanité, renet gant Fabien Gay. Evel un toullad kazetennoù eus Bro-C'hall eo arc'hantaouet gant ar Stad.

Istor ar gazetenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganedigezh ar gazetenn sokialour L'Humanité (1904)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lucien Herr (a-us) ha Lucien Lévy-Bruhl (en traoñ), daou eus krouerien ar gazetenn L'Humanité.

Diwar atiz Lucien Herr hat Léon Blum, Aristide Briand, René Viviani hat Francis de Pressensé, Jean Jaurès en doa klasket adprenañ La Petite République, lec'h ma oa paouezet da skrivañ e miz Kerzu 1903. Un taol bazh en dour e oa bet ha nac'het da vat e miz Genver 1904 gant ar rener Alfred Léon Gérault-Richard, ha setu penaos e oa ganet ar mennozh krouiñ ur gazetenn nevez. Choazet e oa bet an anv L'Humanité diwar ur mennozh gant Lucien Herr, kamalad bet normalian gant Jaurès, ur sokialour anezhañ ha skrivagner ar pajennoù etrebroadel.

Gwerzhioù a-vremañ ar gazetenn[1]
Bloavezh Niver moullet Kazetennoù gwerzhet
Bro-C'hall hag estrenvro
Hollad ledanaet
gant ar re digoust ivez
201164 26445 93848 878
201263 57843 62746 930
201357 71240 66943 744
201455 39538 29540 674
201552 78937 03739 384
201649 58635 93838 263
201747 15233 97436 132
201845 56332 01734 565
201941 01036 34738 941
202038 48037 68739 538
202135 59238 51840 245
202236 82437 09438 841
2023 35 868 35 993 38 032
2024 36 307 38 006 39 810

E 2024, L'Humanité a oa an Patrom:8vet kazetenn bemdeziek a-fed niveroù gwerzhet e Bro-C'hall[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]