Mont d’an endalc’had

Kiberen

Eus Wikipedia
Kiberen
An draezhenn.
An draezhenn.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Quiberon
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Kiberen (pennlec'h)
Kod kumun 56186
Kod post 56170
Maer
Amzer gefridi
Patrick Le Roux
2020-2026
Etrekumuniezh an Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn Web (fr)www.ville-quiberon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 876 ann. (2023)[1]
Stankter 552 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 29′ 03″ Norzh
3° 07′ 09″ Kornôg
/ 47.484167, -3.119167
Uhelderioù kreiz-kêr : 15 m
bihanañ 0 m — brasañ 33 m
Gorread 8,83 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kiberen

Kiberen a zo ur gumun e Breizh e departamant ar Mor-Bihan, war gourenez Kiberen. Pennlec'h kanton Kiberen eo.

Marteze da geñveriañ gant an anv "beg riberen" e Porzh-Haligen, e-lec'h m'emañ bremañ ar "Fort-neuf" (kreñvlec'h nevez)[2]. Met martezeadennoù all zo.

En glazur e eor en aour, gwisket ha flammet kevliv, ar ouel karget gant teir flourdilizenn en gul ; e gab gwriet en gul, e gaerell tremenant, gwakoliet a Vreizh.[3]

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[4].

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'ar 24 a viz Meurzh 2021 e oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar gumun da dizhout al live 1.
  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e penn kanton Kiberen gant div gumun ennañ: Kiberen ha Plouharnel[5]; e distrig an Alre e oa; miret e voe ar c'hanton dindan anv kanton Kiberen gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Kiberen en arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[6].
  • Dilestradeg c'hwitet ar roueelerien, etre an 23 Mezheven 1795 hag an 21 Gouere 1795. Ur bajenn a vo savet diwar-benn roll ar re bet fuzuilhet gant ar Republikaned.
  • Mervel a reas 128 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,46 % eus he foblañs e 1911[8].
  • Implijet e voe an nijva gant al Luftwaffe (aerlu alaman); bombezet e voe gant ar Royal Air Force en noz etre ar 4 hag ar 5 a viz C'hwevrer 1941[9].
  • D'ar 2 a viz Kerzu 1941 e kouezhas un nijerez (Beaufort I marilhet AW216 ha kodet OA-P) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell eus Kiberen; mervel a reas ar pevar nijour a oa en he bourzh, tri anezhe a voe douaret e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an hini diwezhañ; un nijerez all eus ar Royal Air Force (Wellington, marilhet Z1422 ha kodet UV-W) a gouezhas e Kiberen d'ar 4 a viz Eost 1942, he femp nijour a varvas, ur c'horf a voe kavet hepken, douaret e voe e bered ar gumun; ur c'harr-nij all eus ar Royal Air Force, ur Wellington IV, marilhet Z1476 ha kodet SM-F, a gouezhas e Kiberen d'an 23 a viz Gwengolo 1942, e bemp nijour a varvas, ur c'horf a voe kavet hepken, douaret e voe e bered ar gumun[10].
  • Mervel a reas 47 den abalamour d'ar brezel, unan anezhe, Antony Simon Fleur, ur c'helenner alamaneg war e leve, a voe drouklazhet e kamp-diouennañ Auschwitz (Polonia)[11]. harzhet e oa bet e Kiberen e penn-kentañ miz Genver 1944 gant an Alamaned.
  • E Sankenn an Oriant edo ar gumun[12].
  • Dieubet e voe ar gumun d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[13].

Brezelioù didrevadenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Intron-Varia.
  • Monumant ar re varv er vourc’h, luc'hskeudenn ha kartenn-bost[15].
  • Monumant ar re varv e kloz an iliz katolik, luc'hskeudenn[16].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Aostralia 2 (unan anezhe chomet dianv)
Polonia 1
Rouantelezh-Unanet 3
Hollad 6

Karrnijourion e oant holl. Ar Vreizhveuriz a voe lazhet pa gouezhas o c'harr-nij Beaufort I er mor, nepell eus Kiberen d'an 2 a viz Kerzu 1941 [17], unan ag an Aostralianed pa gouezhas e garr-nij Wellington e Kiberen d'ar 4 a viz Eost 1942[18] (egile, chomet dianav, a oa bet beziet e Houad da gentañ), ar Polonad pa gouezhas e garr-nij Wellington IV e Kiberen d'an 23 a viz Gwengolo 1942 [19], e-pad an Eil Brezel Bed,[20].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • al livour Ernest Guérin (1887-1952) en deus bevet e Kiberen betek e varv, hag ur palier arz en doa eno.
  • ar marc'hhouarner Louison Bobet (1925-1983) en deus krouet ar greizenn vorvezegiezh.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. ↑ Louis Le Cam, Quiberon à travers les âges, Impr. de la Marne, 1936, p. 17.
  3. ↑ Aozet gant Loïc Ermoy ; Kuzul ar Gumun : 1974.
  4. ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  5. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 310
  6. ↑ (fr)Cassini - EHESS - Kiberen - Fichenn ar gumun
  7. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
  8. ↑ (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  9. ↑ (fr)Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, 1997, pajenn 26
  10. ↑ (fr)Pertes RAF Morbihan
  11. ↑ (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  12. ↑ (fr)Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
  13. ↑ (fr)Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
  14. ↑ (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  15. ↑ (fr)Memorial Genweb
  16. ↑ (fr)Memorial Genweb
  17. ↑ (fr)Pertes RAF Morbihan
  18. ↑ (fr)Pertes RAF Morbihan
  19. ↑ (fr)Pertes RAF Morbihan
  20. ↑ (en)Commonwealth War Graves Commission