Doare film
Neuz
doare film
| Iskevrennad eus | audiovisual genre |
|---|---|
| Rann eus | sinema |
| Arvez | tem film |
| Is metaclass for | film |
| Roll elfennoù | list of film genres |
Doare ur film a vez graet eus ur rummatadur hervez ar stil pe an tem evit ur Film ha diazezet war heñvelderioù pe e lodennoù eus an danevelliñ, pe gant ar sell estetek implijet, pe ar from a vez degaset d'an arvesterien eus ar film.[1]
Skouerioù doareoù pe isrannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Doare | Diskrivañ | Isrann(où) | Skouerioù |
|---|---|---|---|
| Film birvidik | Film liammet ouzh lodennoù bammus (tarzhadennoù, heuliadennoù gant otoioù, emgannoù)[2] |
|
|
| Film avantur | En doare filmoù-se an istor a zo unan lec’h am vez an dudenn bennañ o vevañ un hent deskiñ (alies e vez o klask un den pe un dra bennak) tremen a ra an doare filmoù-se en un ur bed moliac’h pe eksotek. Dre vras met ket dre ret e vez an doare istorioù-se reoù gant ur c’hefridi. Ar fed e vije kalz implijetoc’h ar feulster hag ar stourmadennoù eo an difoc’h bras gant ur film birvidik.[2][3] |
| |
| film bevaat | Ar filmoù-se a zo reoù savet gant skeudennoù dre an urzhiataer pe gant an dorn ha mouezhioù an tudennoù a zo reoù aktourien.[4] Ar filmoù bevaat a zo ledan-tre hag a c'hell bezañ liammet ouzh an holl doareoù pe isrann filmoù. |
| |
| Film komedienn | Diazez ar filmoù-se a zo oberiantizoù pe darvoudoù hag a glask lakaat da c’hoarzhin an dud. |
| |
| Film drama | Diazez an istor eo ar fromoù ha bec’hioù tro-dro, alies eo tostoc’h ouzh ar wirionez evit sebezadurezh. |
| |
| Film fantazi | Filmoù gant darvoudoù hag a zo a-us d’al lezennoù naturel ha/pe gant un istor o tremen en un hollved faltazi, an darvoudoù a zo alies reoù awenet gant mojennoù an denelezh |
| |
| Film istorel | Filmoù hag a dremen en amzer dremenet. Taolennet e vez doareoù bevañ an amzer gent en un doare an tostañ ouzh ar wirionez pe pellaet oc’h implij an amzer dremenet evel digarez d’un istor. |
|
|
| Film spont | Filmoù a glask degas heug pa aon d’an arvesterien evit an dudi.[5] |
| |
| Melodrama | Un doare film, lec’h ma vez ar stil kement hag ar fromoù diskouezet reoù don hag alies er pellañ a-benn gwasaat an darvoudoù dramael.[6] Evel ar film noir,an daore da zielfennañ ar filmoù-se a zo deuet goude. Deuet eo dreist-holl war-wel er bloavezhioù 1970 goude un adweladenn burutellañ eus filmoù Douglas Sirk, hag a zo bet lakaet a-benn neuze evel ar gwellañ filmaozer filmoù melodrama.[6] |
| |
| Film sonerezh | Un doare film diazezet war ar sonerezh gant tudennoù o kanañ hag ar c’hanaouennoù a zo ul lodenn eus danevelliñ an istor, a-wechoù e vez ivez an tudennoù o tañsal pe gant dañserien tro-dro dezho. Ar c’hanaouennoù a-heuil an istor pe a zo ul lodenn eus an istor, ur pazennadur. Gellout a reont servij da zonaat tudennoù da skouer. |
| |
| Film noir | Un doare film liammet ouzh ar stil gant dramaoù torfedel hag a oa bet en e barr er bloavezhioù 1940 hag 50. Alies e oant un diagrez da brederiañ ha da daolenniñ ar sevenadur ha kevredigezh stadunanat d'ar mare-se. |
| |
| Film pornografek | Ar filmoù-se a zo rummataet hervez ma 'z int softcore pe pornografiezh hardcore. Alies ar bornografiezh softcore na ziskouez ket darempredoù pe obererezhioù seksel en un doare eeun mont-tre seksel pe fetichegezh.[7] Alies e vez kavet noazhder pe damm noazhder e darvoudoù reizhel alichet. Ar bornografiezh hardcore a zo un doare pornografiezh o tiskouez anat an dont-tre pe obererezhioù feticherezh, pe an daou. An noazhder a zo eeun kement hag an darvoudoù reizhel.[8] |
| |
| Film karantez | Er filmoù-se e vez un istor desach pe karantez e-kreiz ar jeu, fromoù don eo a ro hent an istor evit ar benndudennoù.[9] |
| |
| Film skiant-faltazi | Ar filmoù-se a zo diazezet war ur c'hemmesk etre skiantoù hag ijinadennoù/kavadennoù a vije posubl da vezañ en amzer da zont, implijet e vez ar martezeadennoù-se evit degas obererezhioù na vije ket tu kaout hiziv-an-deiz |
| |
| Film thriller | Un doare filmoù lec'h ma vez kavet dudi dre ma 'z eus suspens. Al lodennoù suspens a zo ar re diazez er filmoù-se hag a vez implijet mat gant ar filmaozerien. Lakaet e vez an arvesterien da c'hortoz evit gwelet disoc'h lodennoù hag a seblant dispi pe marvus.[10] |
| |
| Film Western | Un doare film hag a dremen e Kornôg Amerika e-kreiz an XIXvet kantved |
|
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ film genres (en).
- 1 2 Action and Adventure Films | Encyclopedia.com.
- ↑ Adventure Films.
- ↑ AFI's 10 TOP 10 (en).
- ↑ What is a horror film? | Screenwriter.
- 1 2 (2013) Melodrama: Genre, Style, Sensibility, Short Cuts. London; New York : Wallflower, Columbia University Press. ISBN 978-0-231-50306-8.
- ↑ Amis (17 March 2001). "A rough trade", Guardian.co.uk.
- ↑ P20th Century Nudes in Art. The Art History Archive.
- ↑ Romance films.
- ↑ Konigsberg, Ira (1997). The complete film dictionary, 2nd (in en), New York : Penguin Books. ISBN 0-670-10009-9. OCLC 36112196.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An doare filmoù war IMDb