Dassault Rafale
| Iskevrennad eus | fourth-generation fighter |
|---|---|
| Implij | multi-role combat aircraft |
| Bro | Frañs |
| Diorroer | Dassault Aviation |
| Bro orin | Frañs |
| Ezel eus ar skipailh | nijer brezel, weapon systems officer |
| Saver | Dassault Aviation |
| First flight | 4 Gouere 1986 |
| Keflusket gant | Snecma M88 |
| Lakaet er servij | 2002 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.dassault-aviation.com/en/defense/rafale/introduction |

An Dassault Rafale a zo un nijerez emgann liesperzh c'hall.
Koustoù ha gwerzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divizet eo gant Bro-C'hall sevel he c'hirri-nij dezhi e 1985, peogwir he doa ezhommoù disheñvel ouzh he c'hevelerien europat. Nijal a reas an diskouezer evit ar wezh kentañ e 1986, hag ar c'hentpatromoù adalek 1991. Roet e voe lañs d'ar programm e 1988. E-pad pell en deus bet Bro-C'hall diaesamantoù gwerzhañ ar Rafale d'an estrennvro, re ger ha "moedus" e oa gwelet e-keñver kirri-nij ar Stadoù-Unanet, Alamagn, Spagn pe Rusia.
Force maritime de l'aéronautique navale (aervorlu Frañs), abaoe 2000
Armée de l'air (aerlu Frañs), abaoe 2006
aerlu Egipt, abaoe 2015
aerlu India, kevrat sinet e 2016
aerlu Katar, kevrat sinet e 2015
Koustet en deus ar program 46,4 miliard a euroioù. Roet en deus labour da galz ezmbregerezhioù an armerezh gall : MBDA, Dassault Aviation, Thales, Safran ha 500 EBE.
Brezelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet ar Rafale gant Bro-C'hall e-pad Brezel Afghanistan (2001-2014), e Mali, e Irak, e Siria hag e Libia.
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'harr-nij trouzus-kenañ eo, ha diaezet e vez an dud gantañ, evel ar re a zo o chom en-dro da von aervorlu Landivizio[1] pe da hini Lann Bihoue[2].
