Mont d’an endalc’had

Arm-bann

Eus Wikipedia
Beg pleget ur pilum roman bet kavet e Kempten (Alamagn).

Un arm-bann zo ur vannadell graet evit bezañ taolet gant nerzh ar c'higennoù hepken, hep implijout ur wikefre evel an armoù-tenn. Testeniekaet eo o implij adalek dibenn ar Paleolitik izel : spegoù savet 400 000 bloaz zo zo bet kavet e Schöningen (norzh Alamagn), ha beg ur vazh e koad ivin graet etre -350 000 ha -300 000 zo bet diskoachet e Clacton-on-Sea (Bro-Saoz)[1]. En Europa e voe implijet armoù-bann betek ar Grennamzer greiz dreist-holl, a-raok donedigezh an armoù-tan. E latin int anvet missile ("bannadell')[2]. Ar mein, implijet evel armoù, a c'hall bezañ renket etouez an armoù-bann ivez.

Skouerioù armoù-bann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (fr) Pierre Cattelain, Claire Bellier La Chasse dans la Préhistoire, Cedarc, 2002, 70 p., ISBN 2-87149-042-2, p. 15 (lennet d'an 18/08/2026)
  2. ↑ (fr) Latin. Dictionnaire, Larousse, 2008, ISBN 978-203582522-3, p. 470b