Mont d’an endalc’had

Aksiom

Eus Wikipedia

Un aksiomenn a zo ur « vartezeadenn a vez lakaet da wir anez he anataat a-benn sevel ur reizhiad, un damkaniezh diwarni »[1].

Steriou un tammig disheñvel a vez kavet hervez an diskiblezh, da skouer matematik pe prederouriezh pe stlenneg pe skiantoù all. Sterioù disheñvel a vez kavet iwe evit un diskiblezh bennak dre diorren an diskiblezh. Da skouer e veze un aksiomenn un dra anat-kenañ pe diazezet-kenañ ne veze ket tabutet warnañ evit ar brederourien c'hresianek klasel. A-vremañ e vez implijet ar ger aksiom evit ur poent a vez diazezet un heuliad poellataerezh warnañ.

Deveradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diouzh an anv henc'hresianek ἀξίωμα (aksíōma) e teu ar ger 'aksiom'[2]. Hennezh a zeu eus ar verb ἀξιόειν (aksioein) o talvezout « bezañ dellezek[trad 1] »  pe «  azgoullen[trad 2] ». Ar verb-se a zeu diouzh ar ger ἄξιος (áxios) o talvezout « o vezañ a bouez » ha rak-se a dalv kement ha « dellezek », « mat d'ober  »[trad 3].

Aksiomennoù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. ↑ (en) » being worthy »
  2. ↑ (en) « require. »
  3. ↑ (en) « proper »

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Geriadur ar Stlenneg, Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur ar Jedoniezh, Geriadur ar Fizik, Dictionnaire français-breton, Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Termofis : "aksiomenn b. -où". E daou c'heriadur e vez graet gant "aksiom g. -où" : Tugdual Kalvez, Geriadur ar brederouriezh ; galleg-brezhoneg ; brezhoneg-galleg ; Dictionnaire de philosophie ; français-breton ; breton-français ; étymologie et équivalents des termes philosophiques en allemand, anglais, français et italien, Travaux d'Investigation et de Recherche ha Jean Marot, Geriadur ar Matematikoù, Skol Vreizh.
  2. ↑ Troet diouzh ar pennad en.wikipedia «axiom», sellit ouzh al liamm a-us.